- Ur ger e brezhoneg, memes tra !
- Geriadur Brezal
- Mojenn an Dourdoun
- Roc'h Morvan - Teir barvenn aour baro an diaoul
- Iliz Ar Roc'h, Kantig Sant-Erwan
- Morvan Lez Breizh
- Kantig skrivet gant Yves Mahyeuc
Pont-Krist el lennegezh vrezhonek |
Ar c'helc'h-gelaouenn "Kroaz Breiz" a ginnige e miz Genver 1949, en he niverenn 9 gouestlet da vare Nedeleg, an danevell e vo kavet da heul, "Ar veilhadeg, e Kerwenn, war-dro ar bloavezh 1900".
Skrivet eo bet gant Herve Kreff, bet ganet e Kerivin, ur gêriadenn lec'hiet e Gwikar, tost d'an hent a ya eus Gwikar da Wikourvest, e-kichen Tremagon. Displeget eo en ur brezhoneg dispar a veze klevet bemdez el lodenn-se eus hor bro.
Diskouez a ra an doare bevañ war ar maez e dibenn ar 19vet kantved pe derou an 20vet, ur vuhez a oa kaletoc'h eget bremañ. N'emañ ket ar veilhadeg e Pont-Krist, bez emañ e Kerivin, med seurt beilhadegoù a oa ivez e Pont-Krist d'ar mare-se. Hag ouzhpenn, ar pennad-mañ a gomz eus tud anavezet mat gwechall en hor gêriadenn hag an darvoudoù c'hoarvezet enni. Ret eo menegiñ emañ tad-kozh Herve, eus kostez e vamm, o tont eus Leslem Bihan e Sant-Servez.
Moulet eo bet eñvorennoù ar skrivagner e doare-skrivañ implijet gant "Kroaz Breiz". Ne 'm eus cheñchet tra ebet.
Les lecteurs, qui n'auraient pas trop de facilité pour lire le texte en langue bretonne, pourront cliquer sur les boutons adhoc pour afficher la traduction en français vernaculaire.
Le texte d'Herve Kreff est assez précis, j'ai donc pu identifier les personnages et les lieux, et j'ai rajouté, dans des notes après le texte, de nombreux compléments et explications en français.
Ar veilhadeg, e Kerwenn, wardro ar bloavez 1900
Ti bras ar Gerwenn 1 a zo leun chek, leun a goueriated dastumet er goudor hag en tommder. Er maez, an noz, hep mar ebet ! Klevet e vez an avel o sourral, hag, a vare da vare, barrou glao ha kazerc'h o skei war gwer ar prenestr. Eun nozvezh teñval ha kriz !
Amañ e tiskuizer goude an deveziad labour. Diskuiza, tomma, a vez graet bep pardaez, muioc'h pe nebeutoc'h. Beilhadeg hir, gant c'hoari, ne vez nemet diou wech ar zizun : da verc'her ha da zadorn d'an noz.
Pep hini en deus lakaet kolo fresk en e votou koad, ha torchou foenn warnezo : tomm eta d'an treid, ha dizoursi ar baotred !
En dro d'an oaled, o kelc'ha eun tantad graet gant lann, Saig ar Prajer 2, gant e gordennad prajerien, a zo o sec'hi o dilhad, glebiet a-hed an deiz. Divogedi a ra o bragezeier eus an traoñ : gwell'-a-ze d'ar c'hig ha d'an anduilh, renket evit mogedi, a istribilh er siminal ledan.
War an daol, an dominoiou a strak : pevar c'hoarier a-zevri, daou o c'hedal tro, re all o sellet...
Ar merc'hed a ya hag a zeu : o tistalia, o peñselia dilhad pe oc'h ober stamm...
A-us d'an daol, eul letern, stag ouz an treust, a zo war elum. Sikouret gant tan an oaled, e skign awalc'h a sklerijenn evit lakaat da lugerni ar gweleou kloz : a-gleiz, tri pe bevar anezo, hed-a-hed ar voger, eur skaon hir dirazo ; er c'hostez all, gwele ar mestr, lakaet a-dreuz, kein-ha-kein gant eun armel, evit kloza etre an nor hag an apotistaol. 3
Nebeud a c'her a glever gant ar c'hoarierien, betek an dominoenn ziweza. Neuze avat e sav eur bern cholori :
- "Perak an diaoul az peus dalc'het da bar-bide ?"
- "Ha te, deskard, te a dlefe beza krouget da zoublenn evit rei din-me ar penn a c'houec'h !"
Keuz diwarlec'h ! Ha skiant prenet ! Unan eus ar c'houniderien a gemmesk an dominoiou, hag e stagor adarre gant kals a evez... Daou wenneg a vo d'ar re a c'hounezo daou daol diouz renk.
Bremañ, Soaz, mestrez an ti, 4 a deu ivez da c'hoari : eur jikolodenn goant ha seder, daou-ugent vloaz bennak dezi. Lakaet ar vugale darn en o gwele, darn en o c'havell, gwriet eur roched pe ziou... bremañ e c'hell rei un tamm amzer d'ar vevelien ha d'an amezeien. Gant plijadur her gra : n'emañ-hi ket hep gouzout e vezo lorc'h enno ; hogen ne glask nemet hada levenez en dro dezi.
Er memes amzer e tiskuizo eur pennad, ar pez ne c'hoarvez ket alies : intañvez, gant seiz a vugaligou, eun tiegez a hanter-kant devez-arat, gwall grogat eo d'eur vaouez, zoken pa deu skoazell dezi.
Ha dont a ra, e gwirionez. A volontez vat, kerent he gwaz a zired eus Lanhouarne pa vez bec'h labour. An diou verc'h kosa, skoliet a zoare, a ro hiviziken dorn d'o mamm. Ha, dre c'hras Doue, he zad Per 5 a jom ganti : biskoaz tad ha merc'h n'int bet kaeroc'h unanet a galon.
Per en deus kemeret ar stur e Kerwenn, da varo et vab-kaer. Daoust d'e zek vloaz ha tri-ugent eo gouest c'hoaz : eur mailh a zen, bras ha ledan, yac'h ha kreñv, eun derwenn.
Ar mestr en deus e gador e korn an oaled : azezet eno, e firbouch an tan gant e vaz, en ur gonta istoriou, hag en eur lakaat ar marvailhou da vont en dro, dreist-holl pa vez tud a ziañvaez.
Hogen, Saig ar Prajer ne deu amañ nemet eur wech ar bloaz, goude beza redet dre ar vro, a-dreuz hag a-hed.
- "Er bloaz-mañ, emezañ, am'eus graet foenneier nevez e Kerne. Dalc'hmat, war va micher, eo talvoudus kenteliou ar Senatour koz !"
- "Ar senatour koz ! Ar Soubigou ! Va mignon oa, a lavar Per. Pa dremenan e Gwiniventer, ez an atao war e vez. Hast am bez da welet eno e zremm kizellet er maen 6, gant ar vruchet digor, ar jupenn, an turban... heñvel buhez outañ, giz ma veze amañ hag e Paris..."
Neuze, an istor goz a zispak a nebeudou : ar vuhez e Sant-Servez, p'edo Per o sevel ; e gerent, e Leslem, abaoue n'oar den pet kant vloaz ; e dad, Yann-vihan, mêr ar barrez, o tibuna gwechall amzer an Napoleon koz, rak tri eus e vreudeur kaer, aet de vrezel ar Rusi, n'ont ket deuet en dro... D'an ampoent e veze kanet alies an "Te Deum", dre urz, warlec'h kement trec'h er brezel ; hag an dud, glac'haret, a lavare kenetrezo : "adarre eo bet kanet, tud deomp !..."
E dad koz, Yann-vras, mêr edoug an dispac'h bras : eun amzer reuzeudik meurbet ; an eurvat en doa bet zistrei, beo, eus prizon Brest d'eur mare a lazerez didruez... War ar paperou koz, ez eus c'hoaz meneg eus gourdadou all, tremen daou-c'hant vloaz diaraok...
War an distera goulenn, Per a gendalc'h : Ni 'zo bet pemp breur ha c'houec'h c'hoar. Torradou evelse a zave niverus dre hor parreziou ; paotred ken nerzus an eil hag egile ; ar re varreka, me gred, da zacha war ar perch pe da zougen ar c'hravaz.
E-kichen Leslem Bihan e oa an hent bras, hent "le Duc d'Aiguillon", ne oa nemet treuziñ 7 daou bark diouz hon ti. Eno, e Kerivin, edo "relai" Per Bobbe 8 : tud ha loened, redeurig (1) ha "malle-poste" a rae eno o diskenn. An ostiz, Per Bobbe, oa va faeron. Setu perak, muioc'h c'hoaz eget an ailhoned all, me, ar filhor, am boa tro da c'henaoui o sellet ouz ar roulaj, ar c'henwerz, ar brenerien-tud, ar veajourien, ar valtouterien, ar zoudarded, ar marc'hadourien a bep seurt..."
"Abaoue, ar c'horn-bro en deus chenchet doare ! a gendalc'he Per. An hent houarn a zo deuet. Gwelet am eus strolladou tud, diredet a bell, sebezet o welet eur marc'h du ken kreñv ha ken difre.
An darempred a zo aet war an hent nevez, digoret entre Landi ha Landerne, war ribl ar ster... An hent koz, damzilezet, a zo bet strisaet.
Pebezh nevezentiou ! Ar bed a dro !
Ti Bobbe a zo dirapar : ar c'hrevier, neuze leun a gezeg, a gouez bremañ en o foul ! An drez hag ar strouez a c'holo al liorzou, ken kaer gwechall. Iliz Pont-Krist, e-lec'h ma 'z aen alies d'an oferenn-vintin, dre vaner Brezal, e-treid al lenn, a zo ivez e dismantr : Pont-Krist n'eo mui parrez !
En eneb, Sant-Servez a zo deuet da veza parrez, distaget m'eo bet diouz hini Gwiniventer.
Per Bobbe, va faeron, a zo damankounac'haet. Evelkent ar brud a jom, hag a jomo, eus e vab bihan, Yann Arc'hant 9, abalamour d'an taolennou dispar en deus livet, kouls e Iliz-veur Kemper eget e Sant-Houardon Landerne.
Brud al labourerien douar n'eo ket kollet kenneubeut : o anoiou, o lesanoiou a zo douget bepred en hon touez ; en o bugale vihan e seblant beva ar c'hentadou."
Pep hini a zelaou gant plijadur, hep gwelet ez a buhan an amzer en dro... Per avat a jom eveziant.
- "Allo, va zudou, poent eo mont da gousket !
N'eo ket yac'hus beilha pell,
Sevel mintin a zo gwell."
War eun taol-konterez eo echuet an abadenn domino. Cheun, gant e bar gwenn eo ar gounider adarre.
"Gwella-a-ze, a zoñj Soaz : hennez a vez berr ar butun gantañ alies !"
Amezeien ha mevelien a guitaa an ti, en eur starda o zokou war o fenn. Kimiada a reont en noz teñval-sac'h, hag e klever : "warc'hoaz ne vanko ket an dour er prajou ! "
- "Gant ma ne gouezo ket re bounner war hor c'hein", a respont Saig ar Prajer.
- "Noz vat !... Noz vat !... Kenavo disadorn !..."
H. GREFF.
(1) redeurig = "ar c'harr a rae servij ar veajourien gwechall (e galleg : "diligence").
Notes explicatives
1 Kerwenn - Plusieurs noms dans le texte ont été transformés. Herve Kreff est né et a vécu avec ses parents à Kerivin en Plougar, au bord de la route qui va de Plougar à Plougourvest, près du village de Tremagon. Le lieu de Kerwenn est décrit dans le 2è chapitre il s'agit bien de Kerivin en Plougar.
Ascendance paternelle et famille d'Herve Marie Creff
François CREFF, né le 19/5/1825, Goasven, Lanhouarneau, décédé le 2/12/1898, Kerofil, Guiclan (à 73 ans).Ce "Kerivin" ne doit pas être confondu avec "Kerevin" toujours en Plougar, mais au sud-ouest de la commune, très proche de Saint-Servais, au bord nord de l'actuelle base aéronavale.
Il ne doit pas être confondu non plus avec Kerivin en Saint-Servais, près de la RN 12. Nous y reviendrons plus bas.
J'utilise ici, pour ces lieux, l'orthographe des cartes actuelles de l'IGN.
2 Saig ar Prajer - Un surnom visiblement. La suite du texte nous apprend qu'il créait des "prajou" avec son équipe. Il creusait des rigoles dans les prairies pour les irriger.
3 Apostistaol - "Aposteis", c'est l'avancée de la maison, perpendiculaire à la façade, dans les maisons un peu cossues. C'est là que l'on plaçait la table, "an daol".
4 Soaz, mestrez an ti ; Françoise, la maîtresse de maison - c'est là que nous commençons à faire connaissance avec la famille. Les informations qui suivent nous permettent d'avancer avec certitude que la famille est la suivante et que la veillée se passe chez Marie-Françoise Boderiou :
Jean BODERIOU, né le 25/2/1755, Cos Feunteun, St-Servais, décédé le 13/9/1822, Leslem Bihan, St-Servais (à 67 ans), maire de St-Servais de 1799 à 1813.5 Il s'agit de Jean-Pierre Boderiou.
6 François Louis Soubigou de Plouneventer, sénateur. Ci-contre sa tombe dans le cimetière de Plouneventer, "son visage sculpté dans la pierre, avec sa poitrine découverte, la veste, le turban... paraissant plein de vie, comme il était ici et à Paris".
Né le 11 février 1819 à Plounéventer, décédé le 17 février 1902 à Plounéventer, il fit ses études au collège de Saint-Pol de Léon, et se consacra ensuite à l'agriculture. Sénateur du Finistère de 1876 à 1894, il siégea à droite, dans son pittoresque costume de paysan bas-breton.
7 Ici l'imprimeur a oublié un bout de phrase, j'ai essayé de le reconstituer en fonction du contexte.
A propos de la route du Duc d'Aiguillon, on pourra lire le chapitre sur les routes dans les environs de Pont-Christ. On y verra très précisément dans le haut de la carte à droite, les lieux dont on parle ici : "Leslem Bihan", "Ti Robée", ... La construction de la voie express, "an hent tizh", a épargné à cet endroit l'ancienne route.
8 Per Bobbe - Encore un nom modifié, en fait il s'agissait de Pierre Robée, fils.
Pierre ROBEE, né vers 1746, décédé le 19 février 1818, Bourg, St-Servais (à 72 ans), contre-maître tailleur.Pierre Robée, fils, était "commis de bureau civil de la marine" lors de son premier mariage à Brest en 1794. On le retrouve ensuite, en 1817, au manoir de Brezal où il est qualifié de "marchand et cultivateur" dans une affaire qui l'oppose à Jean Boderiou de Leslem Bihan (justice de paix 27/7/1817).
Les 20 et 21 octobre 1817, à Brezal, Pierre Robée, "débitant de tabac au bourg de Saint-Servais et y demeurant, fermier sortant du château de Brezal", fait vendre aux enchères les "meubles et effets" qui lui appartiennent. Il s'agit des outils nécessaires à son ancienne profession, dont charettes et charrues, et les ustensiles de ménage. Ils sont achetés par les habitants des environs de Brezal et de Pont-Christ pour la somme de 253,27 francs.
Mais déjà, dès le 5 février 1817, il avait signé, devant la justice de paix de Landivisiau, son engagement de débitant de tabac conformément à la loi.
Ce jour 5 février 1817 devant nous Christophe Guennegan, juge de paix du canton de Landivisiau, arrondissement de Morlaix, département du Finistère, assisté de Pierre Guillaume Le Pivain, notre greffier, s'est présenté le sieur Pierre Robée, demeurant au bourg de Saint-Servais, lequel en sa qualité de débitant de tabacs audit bourg nous a requis, pour se conformer à la circulaire de Monsieur le Directeur Général des contributions indirectes du 17 janvier dernier, numéro 19, de recevoir son serment conformément à la loi.
En conséquence et déférant à ladite réquisition nous avons à l'instant reçu le serment dudit sieur Robée qu'il a prêté en nos mains de la manière suivante :
"Je jure d'être fidèle au Roi, d'observer les lois, les règlements du royaume et la charte constitutionnelle donnée par le roi à ses peuples et de bien et fidellement remplir les fonctions qui me sont confiées. Je promets en outre de distribuer, sans altération et aux prix fixés, les tabacs qui me seront confiés par l'administration ; de faire connaître à la Régie les fraudeurs et les contraventions qui viendraient à ma connaissance et de coopérer à tous procès-verbaux, saisies et arrestations des contrevenans, dès que j'en serai requis par les préposés ou agens publics ayant droit de verbaliser."
De laquelle prestation de serment nous avons fait et rédigé le présent procès-verbal pour servir et valoir ce que de raison sous le seing dudit sieur Robée, le nôtre et celui de notre greffier à Landivisiau, le jour, mois et an que devant : Guennégant, juge de paix - Robée - Pre Gme Le Pivain, greffier. X
En 1817, donc, il était encore domicilié et exerçait son activité au bourg de St-Servais, c'est donc plus tard qu'il fit construire son auberge-relais de poste sur le bord de la grande route, près de Kerivin, voir le plan du cadastre de 1828, plus bas.
Dans les recensements de Saint-Servais, Pierre Robée apparaît en ce lieu jusqu'en 1846.
Plan du cadastre napoléonien de Saint-Servais en 1828
Ti Robée dessinée par Yan' Dargent | Ti Robée - photo ancienne |
La "maison de Robée" était un corps de logis important avec étage et comble, une façade percée de nombreuses ouvertures, et de vastes dépendances permettaient d'y loger à pied et à cheval. Pierre Robée, on l'a vu, y débitait du tabac. De son vivant le lieu-dit s'appelait "Maison-Neuve" ou "les Maisons Neuves de Kerivin" ; "Maison isolée" dans les recensements et sur le cadastre ancien. Plus tard, on l'appela "Ti Robée".
La maison existe encore et si les transformations qu'elle a subies la rendre méconnaissable, elle porte encore le toponyme qu'on lui avait attribué. Et, le panneau indicateur routier est là pour le rappeler.
9 Yan' Dargent, Jean Edouard Dargent, à l'état-civil, était donc le petit-fils de Pierre Robée, comme nous l'avons vu plus haut. On trouvera une partie de ses oeuvres sur ce site, voir : les artistes que Pont-Christ a inspirés et le chapitre consacré à Yan' Dargent.
Son père, Claude Dargent était Lorrain, né à Epvre-sur-Moselle. "Comment un Lorrain a-t-il pu se perdre un jour en ce fin fond de la Bretagne, dans un petit village rural isolé, coupé du monde extérieur et à l'écart des routes, à l'exception de l'une d'elles qui passe en son midi, à un kilomètre du bourg, qui relie Landivisiau à Landerneau ?" C'est ce que nous explique Jean Berthou : "A défaut de preuves absolues, du moins pouvons-nous avancer un élément de réponse. Elle nous est suggérée par la profession qu'exerçait Claude Dargent : il était corroyeur, un métier proche de celui de sellier, qui consiste à affiner le cuir déjà tanné.
En 1815, l'industrie du cuir subit une crise sans précédent. On imagine bien alors le nombre élevé d'artisans jetés sur les routes et cherchant à s'installer là où on les accueillerait et où on leur en donnerait l'autorisation ; Claude Dargent parcourut ainsi la France d'est en ouest avant de trouver sa place à Saint-Servais.
L'étape que nous connaissons le mieux est celle qui devait le conduire de Morlaix à Landerneau. Il prit la diligence. Celle-ci faisait arrêt au relais de poste situé sur le territoire de Saint-Servais, au lieu-dit Kerivin, chez Ti-Robée, du nom du propriétaire Pierre Robée, Celui-ci, qui deviendra plus tard maire du village, y tenait auberge, vendait du tabac et logeait les voyageurs à pied et à cheval. C'est donc là qu'un jour, Claude Dargent fit halte. A 29 ans, le baluchon sur l'épaule, il devait ressembler à nombre de ces voyageurs étrangers dont beaucoup passèrent et peu se sont arrêtés. D'ailleurs comment pouvait-on s'arrêter à Saint-Servais, à moins que l'amour ne s'y cacha ?
Clémentine, la fille de l'aubergiste, l'accueille et le sert : elle a 20 ans à peine, elle est jolie, elle lui plaît ; il la courtise et lui demande sa main. Un an après le mariage, le 15 octobre 1824, naît Jean Edouard. Deux ans, plus tard, le malheur survient : Clémentine meurt. Son mari, rapidement intégré au village - il sera pour un temps conseilller municipal - n'a plus de raison de demeurer à Saint-Servais. Il reprend sa route. L'étape sera courte et l'arrêt, définitif, se fera à Landerneau... Il se remarie et.... confie Jean Edouard à ses beaux-parents".
2 - Ar gounid kerc'h
1
E pep tiegez, e vezer abred war zav, rak "Sevel mintin, kousket abred, / A zegas madou, furnez, yec'hed". Per a zivorfil bemdez da genta, kerkent ha kanaouenn ar c'hilhog : "Soaz, Soaz ! Poent eo sevel". Tud ha chatal a zihun nebeud ha nebeud... Araok goulou deiz e vezo graet kals labour... An eiz pe nao a gezeg, bras ha bihan, a c'hed o zamm kerc'h en eur baota. Saig, ar mevel bras, en em gav gant eur c'hroueriad evit rei diou vozad da bep hini... Ober a raio gwelienn d'ar chatal a zo o larda... Mikael, an eil mevel, a zo o trailha karotez, panez... War ar garrigell e tegaso ar boutegadou betek dor ar c'hreier. E-keit-se, karzomp an teil da deurel war ar bern, er porz ; rozellomp piz leurenn ar c'hraou... Eur gwiskat kolo fresk da leda e pep speurenn gant ar forc'h koad... Evit peurechui, eur guchenn foenn e pep rastell..., peadra da gas kuit ar c'hoant-kousket, n'eo ket 'ta ? Demheñvel e vo graet wardro ar jatal-korn, a zo anezo dek pe zaouek gant al leueou bihan hag ar c'hole... Soaz eo a ray ar muia en tu-mañ, goude beza lakêt ar pred war an tan. A-wechou, unan eus ar wazed a zeuio d'he sikour. He diou verc'h kosa a roio dorn ivez evit goro ar zaout, ha da c'houde, evit ober ar ribotadenn e lost an ti. Chom a ra c'hoaz ar moc'h, tri pe bevar ; ar yer, den ne oar pet... Ar re-ze holl a c'hortozo diwezatoc'h : e karg ar merc'hed e vezint goude dijuni. * * * Pep hini a grog er pred kenta : soubenn ar brignen pe boued-laez, leun ar skudell ; bara had amann, gwalc'h ar c'halon. "Digor eo ar straed ?" a c'houlen Per. "Da eo, a respont unan : eur zac'h goullo ne jom ket pell en e zav !". Den ne vank ouz taol : ar vugale zoken a zo aze, gant daoulagag pikouzet marteze, pe o tislevi-gen war-lerc'h o c'housk... Bremaik e vezo poent mont d'ar skol : da eiz eur e tigor. Ne blij ket d'ar vugale beza war ar prim : eun eur araok e vezo mat loc'h evit ober an hanter leo a zo ac'halenn betek ar bourg. Klevet a reer bugale o tremen war an hent ? Buhan, al loereier gloan, ar boteier-koad, ar zac'h bihan gant eun tamm bara ! Deomp ! emezo. Daou vreur, diou c'hoar ha daou genderv a zo, ar re-mañ kemeret gant Soaz abalamour m'eo re bell o c'hêr diouz an ti skol. An divesker berr a astenne, gant o leo vale pemdeziek ! |
2
Da greisteiz, ar vugale a gavo eur banne soubenn domm en davarn. Da beder eur e tizroint evel m'int aet, en em c'hoari... desket ganto eur ger gallek bennak..., atao o komz brezhoneg evelato ! * * * Ar wazed kenneubeut ne gollont ket o amzer e starn an daol : da c'hounid kerc'h ez eer hirio. Pep tra a rank beza aozet abenn ma teuio an deiz da zevel. Starniomp ar c'hezeg ; kemeromp an daou alar : an hada bep tri bomm eo e vezo graet. Yao ! Warzu Park al Louarn. N'emañ ket pell : n'eus nemet sevel d'ar groaz dirak an ti, treuzi an hent a ya eus Gwikourvest da Wikar, sevel a-hed ar park bras, ha setu ar jao el labour. Ar c'hesad (kesad = assolement) a zo warlerc'h gwiniz : an douar aes kenañ da arat. Tri bomm a vez kignet diouz renk, gant an alar bihan : warnezo e vez hadet ar c'herc'h gant an dorn. Neuze ar jao a vez staget ouz an tumper, evit sevel douar da veza ingalet war an had a dreuz an ero. Ar mevel bras a zo gant ar c'hezeg ar fouet en e zorn. Kropot eo an daouarn, daoust m'emaomp er gwasket, goudoret gant kleuziou keunneudet kaer. Ar park a zo war un gwall dorgenn, hag an avel biz a zo yut. Ac'halenn, an taol lagad a gas pell war ar vro. Pa'z eus eun taol ehan had eur c'horniad butun, sellomp a lark. Kostezenn Gwikourvest ha Guerruaz hepken a zo kuzet ouzomp gant ar c'haead dero ha kelvez, warzu ar reter hag ar gevred. En izel hag er gornaoueg : Laneunved, pe gentoc'h tokajou gwez pin, kistin ha gwern. Ne weler ket an tiez, kuzet ma 'z int evel neiziou..., betek Bodiliz. Ar bourg, er c'huz heol, a zo tost awalc'h evit ma vo klevet atao mouez ar c'hleier. Ar vouez-se eo a lavaro an eur ; hi eo a reno ar vuhez dre ar barrez. Er gwalarn, tiegeziou niverus ar C'hrec'h. Pelloc'h adreñv, maner Keryann etouez ar gwez fao. Eno, abarz an noz, ec'h en em gavo, eus pevar c'horn ar vro, eur mor a vrini. War ar skourrou pe er c'hêr d'al laboused. An hanternoz, kals touriou : hini Berven a weler a bell bro, hervez ar c'hantik, hag ivez kals re all ouspenn ! * * * A dost dirazomp, tiegez Kerwenn : ar foenneier a hed an draonienn, a bep tu an douarou stag-ha-stag. E kreiz, evel ar galonenn, tiez, krevier, porz, leur, liorzou, grac'hellou kolo, foenn, keuneud... goudoret gant gwez uhel war ribl ar ganienn. Fur mellad keriadenn e seblant beza. Gwechall e oa daou diegez : p'eo marvet ar vistri, paotred yaouank koz, ar perc'henn nevez en deus roet ar stal abez da Zoaz. |
3
A gleiz hag a zehou, e welomp lojeiz dindan soul pe dindan sklent, skignet evel bokedou er prad d'an nevez amzer. Rummadou tud a vez gwelet o trei douar pe o fagodi... Ni a anavez pep hini, douz e barkeier ; kaozeal a reomp diwarbenn hemañ pe henhont : Bon a Benwern, kollet en a lagenn, betek ar zec'hor ; Kolaz an Traoñ, hag a ya re alies d'ar foariou : "Trafiker pe gourater ne gas ket e diegez war well" ! Dre ma teu da veza den an arc'hant, e pella e galon diouz al labour-douar : setu eur galouper, eur glabouser muioc'h war an douar... Demasamblez, ar siminalou, a dost hag a bell, a stag da zivogedi : ar pred a zo war an tan... Ar c'herniel-boud en eur lakaat ar chas da yudal, a c'halvo d'ar gêr al labourerien ingalet dre ar parkeier, hep aon rak ar goañv. Gwir eo " 'gwella tomm d'an treid dre ar botou, d'ar c'hov dre ar genou". Setu poent lein. Ar c'hezeg er c'hraou, ha bouetet dioustu. Ar wazed a walc'h o daouarn er veoliad dour dirak an ti. Ha bec'h d'ar pred, gant al loaiou koad kemeret er parailher. Ar podad yod silet a zo war an dorchenn, skudelladou laez tro war dro. Ar c'herc'h a ro nerz d'ar c'hezeg : perak ne rafe ket heñvel d'an dud ? Da echui, evit genna a lavar Mikêl, ur skol-pennad vara, lardet a zoare. Ar pilherad amann a vez atao war an daol. Hag araok sevel diouz taol, eur bedenn : Angelus ha De profundis d'an nebeuta. * * * "Deomp adarre", eme Saig. An deiz a zo berr er miziou du. ar park ne ra nemet eun devez arat : chom a ra koulkoude kals da ober, eur palefarz marteze, rak ret e vezo, emberr, mont dat droc'ha lann-bil da waremm ar C'harlostenn. Seiz pe eiz bec'h lann a vezo degaset : magadurez yac'hus d'ar c'hezeg. Gwechall, al lann a veze malet en eur bigosat warnañ, pell hag hir, gant mailhou koad. Al laouiri evit al labour-ze a zervij bremañ da zegemer ar glao a gouez diouz an toennou : amañ hag ahont ez eux an hevelep laouer ; al loened a gav enno dour da eva, an dud peadra da walc'hi o daouarn. |
4
Hirio al lann, mesket gant geot, a vez troc'het munut gant lañvennou an drailherez, lakêt tro enni gant eun den ha bouetet gant unan all. En hor c'horn bro, ar jatalerez eo ar binvidigez vrasa : ar muia labour a ro ivez, sul, c'houel ha pemdez. * * * A vugale, dizro eus ar skol, a zo mall ganto lakaat o fri e pep lec'h, lost al labourerien : wardro ar zaout dreistholl. O mamm a zo eno o c'horo, ar c'hoarezed vras ivez. Ouspenn, eno o deus daou leue bihan hag eun dañvadez, pez a ra kals plijadur d'ar re vihan. Gwella ma c'hell, Soaz a zalc'h he bugaligou er goudor, da c'hedal ma 'z ay d'an ti evit o dastum en dro d'an tan, goude beza klozet ar c'hrevier en eur lavaret : Sant Herbot o diwallo ! En ti neuze e vez meneg eus ar skol, ar geriou desket, ar fablenn da zibuna... hep dale Per en em gav en e gador : piou a zeuio da genta war e varlenn ? Da c'hedal koan, e vezo fistoulet gant ar re vihan. Ma c'houlenn unan anezo, e vo kanet eun Nouel, eur c'hantik pe son ar Fumerezed : N'eus netra ken etourdi
eget ar fumerezed : ken eget chom hep fumi, ez eont da glask o boued. O ziez a zo dilogod
rak n'o deus na bara na yod. A vec'h eo deo zoken gellout golei o c'hroc'hen ! Pa vezo deuet an holl, e vo debret koan, ha graet eur pennad tomma. Ne bado ket pell an abadenn : abred e ranker beza er gwele, goude beza lennet Buhez ar Zent, ha lavaret gant an holl, war an oaled, ar pedennou diouz an naz. H. GREFF. |
3 - Eun devez goañv
1
Skorn a zo ; rugagni a ra diouz ar mintin : eun amzer vrao da fagodi, ma ne deu ket da c'hlaoia evel ma c'hoarvez alies goude ar reo. Per, heñ, en deus da genta eur gefridi all : hirio emañ deiz ar forniad. Poazet e vez bara er gêr bep tro ma vez ezomm, da lavaret eo bep eiz pe zek devez. Ar bleud ne vank ket. Mik a Draoñ-joli, miliner ha portezer, en deus degaset an añreval (aneval) en derc'hent dec'h. En eur vont kuit, en deus kaset gantañ eur zac'had gwiniz da vala hag ar gopr : dek dre gant, rak ne vez ket paet gant arc'hant. Aet eo c'hoaz gantañ eur c'hant lur eiz hag eur zac'had kerc'h krazet er forn... Bevañs evit an dud hag evit chatal. Dec'h d'an noz, Soaz he deus lakaet an toaz e go , en ti koz. Hirio, diouz ar mintin, e tistag da genta eur vozad toaz, a vezo lakaet a gostez en eur skudell : talvezout a ray egiz gwell evit ar forniad warlerc'h. Ha dao da derri an toaz ! Eul labour tenn, mar deus unan, kemmeska evelse eun daoliad toaz abouez an divrec'h. Per a ra tan er forn gant erdin drez , spern, strouez, dastumet evit se. Anez, da betra e talvezfent ? Ne goll ket e amzer avat. En ti forn emañ e stal galvez, e ostilhou a bep seurt. Epad ma sav tommder er forn, ar mestr a gav an tu da gempenn eun troad a zoare evit eur forc'h, eur falc'h, pe eur bal. E Kerwenn, pa stager gant eul labour, forz pe hini, an dud a zo dinec'h : ar binviachou a zo fardet e stad vat, renket en ti forn a istribilh ouz an treustier. Eno e kaver ar freier a bevar biz evit tenna panez, ar vouc'hal hag ar falz-kontell , savet kuit er mintin-mañ pa 'z er aet da fagodi er c'hoad bras. Da vare loc'hat, an dud o deus klevet : "Grit erdin bihan, eeunet ha turniet mat !" Eveziant eo Per da rei ali bep bloaz... |
2
Emañ goret ar forn : sellit ouz he genou : dont a ra gwenn er maez betek ar vein benerez. Per a skub ar regedenn , hag a ya da gerc'hat an toaz war c'holo an daol. Ar seiz pe eiz torz pounner a vo er forn hep dale, mall ganto meleni ker brao ha tra. Dor ar forn, herpet gant eur vaz a-dreuz ar siminal, a vezo siellet gant eur gwiskad kaoc'h-saout, ledet tro-dro gant al loavanson, evit stanka kement toull a c'hoanta divogedi. Goude lein, ar wazed a gerz adarre, gant ar straed a-hed ar pred, warzu ar c'hoad. Ne vezint ket o unan. Pevar Arvoriad eus Kleder a zo deuet da labourat al lodenn gwerzet dezo. Paotred an Arvor a zeu d'ar Gourre da glask ar pez ne gavont ket en o farrez. Al labour a reont o unan ; bevet ha lojet e vezont avat e Kerwenn. Ar c'hant keneud a zeuio dezo da zek lur marteze... Soaz, eur wech distaliet diouz ar pred, a ya da walc'hi an dilhad, gant unan pe unan eus he faotrezed. Diskenn a reont dre benn an ti, etre ar c'hreier. Pemp pe c'houec'h derez a gas d'ar feunteun. Sell 'ta ! Eur mell pesk-pikou ruz a zo ebarz. Mont ha dont a ra etre ar mogeriou benerez, evel eul labous en eur gaoued. Doñv eo, aes da gemer en dorn, pa vez c'hoant. Gwelloc'h e kaver e lezel en eiennenn : pell 'zo emañ aze, bet lakaet gant an tad, evit kaeraat ar feunteun. Setu ar c'hann-di : eur poull-kanna hag, en e gichen, eun oaled evit ar vervadenn : o daou emaint en eun tamm ti, savet d'o difenn enep ar gwall amzer : amañ e c'heller atao mont en dro, ha pa virfe ar glao da lakaat ar fri er-maez... Diwezatoc'h, hervez an amzer, e vezo gellet astenn ar gannadenn war ar glazvez, da wenna, araok he c'has da zec'ha ouz an neud. |
3
An oabl a jom koumoulek : morenni a raio betek ar pardaez. Kement-se ne wir ket da vont d'ar prad, ar c'hontrol eo. Pa vez barrek an dour o ruilh war bep pengenn, eo aesoc'h gwelet al labour, ober stankou nevez, cheñch lec'h d'ar re goz, renevezi eur fardell dismantret, kompeza gant ar c'hrog a bevar biz, diframma taouarc'h war an uhelennou da stanka an toullou... En e voued e vez Per er foenneier, o peurechui a nebeudou labour ar brajerien. Netra talvoudusoc'h, rak "ar prajeier a vag loened, al loened a ro teil, hag an teil a ro ed". P'edo Per demdost d'an hent bras, er foenneg, an aotrou Person, o tremen, a zo chomet a zav da varvailhat gant e vignon, da zeski eun nevezenti bennak, da lavaret farserez marteze... Mab hena Per a zo beleg, person-kanton zoken ; ar veleien a zo e pep aezamant er Gerwenn : Per eo den a fiziañs. Ar vugale, o tont eus ar skol, a vezo gleb-teil ; ha pebeuz lostad strodenn a zougint war ar marc'had ! Setu an amzer fall evito : ar glebor ; n'eo ket a yenienn nag ar skorn, rak ar re vihan ne vezont ket nec'het evit tomma en eur redek, en eur rikla... Soaz a ray eun tantad kaer en oaled evit he bugale, abenn ma teuint en dro eus ar skol. Soñjal a ra er friko a vezo bremaik da goan : tridal a ra he c'halon gant ar blijadur a raio d'he zud. Klevit 'ta ! P'oa tomm ar forn, eo bet mall ganti lakaat ebarz, fars-forn leun teir girin , eur gaoterad riz, bara bihan gant sukr, a ra ar gwella kouignou... Peadra da lipat ar mourrou ! Piou ne vefe ket laouen goude kement all ? Eus ar forn, Per a dennas eta bara evit eiz devez, friko evit unan pe zaou.. Ha c'hoaz, p'eo bet goullonderet, en deus lakaet enni eur gwiskad kerc'h da graza evit mont diwezatoc'h d'ar vilin : labour founnus war eun taol ! Enor a voe graet d'eur seurt kasteurenn, da goan : pep hini a reas eur zenklennad ! |
4
Goudeze, e korn an oaled, e oa muioc'h a levenez eget biskoaz. Den ne jome dilavar : en doare-ze e vez gouezet piz penaos ez a ar stal gant an dud, al loened, an drevajou. Ar c'henteliou fur a ya ivez a rumm da rumm evelse : beza aketus d'al labour, beza gwirion, leal ha kalonek. Ma c'hoarvez drouk, klenved, darvoud... ma ne dro ket kompez ar stal, arabat fallgaloni morse... An den, ma 'z eo den, a c'hell gouzañv poan pe anken... evit saouri gwelloc'h goudeze an aezamant, ar yec'hed, ha beza douget da skoazella an amezeien en ezomm... An dud a gaoze dre "de" kenetrezo peurliesa war ar maez. Amañ, ar gerent a lavar atao "te" d'o bugale. Ar re-mañ, er c'hontrol, a lavaro atao "c'houi" d'o c'herent. Per a lavar "te" da Zoaz, houmañ avat a respont "c'houi" d'he zad. He bugale a gendalc'h hervez giz o zud. Ar marvailhou ne baouezont ket, nag ar c'hoarz. Endra ma vez kempennet ar bouteier, kilhet ha tachet, ar vugale a c'hoari bremañ gant ar c'hizier. Eur paourkaez targaz marellet a dap eun tamm glaou entanet war e gein : en ur yudal, gant e laoskadur, e tec'h dindan ar gweleou. * * * Darn a zo en o gwele. Daou baotrig n'o deus ket nemeur c'hoant da gousket : ne reont nemet c'hoarzin ; dirollet int. Hevelep laouenidigez a zo spegus. Ar gerent a c'hoanta gourdrouz, met chom a reont hegarat : "Diwallit ouz Paol gorniek ! Taolit evez : karrigell an Ankou n'emañ ket pell !" ... Netra da ober ! Neuze Soaz he deus eur gavadenn : "Selaou, emezi, erru eo ar c'hrac'h koz, gant ar c'horrigan hag ar viltañsou !" D'an ampoent e voe klevet trouz, graet moarvat gant ar c'hizier. Aon a zav gant ar baotred : an eil hag egile strafuilhet, a lamm da guzat, er gwele, ken dillo ma reont taoliou penn d'ar stalaf... Pennou kalet o deus ! Evelkent en noz-mañ emaint e riskl da hunvreal ! H. GREFF. |
On trouvera d'autres exemples de littérature en langue bretonne, ayant pour sujet Pont-Christ et Brezal dans le Barzhaz-Breiz, le célèbre ouvrage de Théodore de la Villemarqué. Lire "Ar bugel laec'hiet" (l'enfant supposé) dans le chapitre sur la fontaine de Brezal.
Boazet e oa an abad de Boisbilly da weladenniñ ar markiz hag ar varkizez a Vrezal en o maner. Ha n'e-doa ket e bar evit lakaat buhez, dudi ha plijadur e beilhadegoù a oa er c'hastell-se, hag a veze anvet "Novezhioù Brezal". E vuhez 'zo bet displeget dre ar munut war Feiz-ha-Breiz.
Arlette Cadalbert, merc'h Jean Le Cocq, a oa merc'h vihan Jacques Tanguy ha Françoise Derrien, labourerien-douar e Kerdangi, tost da lenn Brezal. Skrivet en-deus meur a bennad e brezhoneg evit kontañ ar vuhez en atant e-kreiz an 20vet kantved.
Lennit amañ ar pennadoù brezhonek skrivet ganti, a zo war ur foñs melen d'o lakaat aes hag anat da gavout e-touez istor an ti-feurm. Ha penaos eo bet "sorc'hennet" Arlette gant ar brezhoneg, setu ar pezh a gont deomp da heul :
NETIG AR PLAC'H NEVEZ SORC'HENNET GANT AR BREZHONEG.
Netig 'zo ur plac'h erruet dija war an oad, atav pres warni, n'ouzer ket penaos ha perak eo chomet da vevañ hec'h unan ha war lec'h petra emañ o redeg kennebeut.
Alies a-walc'h e vez en hent, lec'h mañ lec'h, o klask kaout he zammig plijadur diwar goust ar yezh brezhoneg. Mac'hat, 'soñj dezhi, emañ deuet en dro, en amzer he bugaleaj 'touesk brezhonegerien nemet ken.
Dañsal ar gavotenn, kanañ "tranla la direno" a blij dezhi, ivez, hardiz ! La kultur bretonne kea !
Hag ouzhpenn-se ne oar ket lavared nann, pa vez kinniget dezhi, ur bannig hini dous pe un tammig lipig bennak.
Ma ! petra 'ri ! 'gis-se 'mañ 'n traoù ganti ! N'eo ket ur vaouez fall kennebeut! Ne 'ra drouk da zen.
An devezh-se, goude lein, e oa bet hon flac'h o kleved ur brezegenn e brezhoneg penn da benn, s'il vous plaît !
Setu ar plac'h gaezh oa deuet un tammig imobil pe alvaonet, ma karit, o klask kompren an oll a oa displeget dezhi aze, o blazañ ar yezh bev, flour ha yac'h distaget gant ur vaouez eus ar vro. Ouzhpenn-se e oa bet ur bannig evit echuiñ an abadenn. Setu e oa Netig laouen kenañ, o tont en dro d'ar gêr.
"O ! me ne chomin ket amañ va unan-penn emezi, 'n ur pignad derezioù he ranndi, me 'zo 'vont da lavared bonjour d'am zud."
Setu emañ Netig en hent adarre, hag erruet en un taol katrel ti he zud. Aze e oa ur vignonez dezhi o kafea.
"Han ! eme hon flac'h d'he mignonez,fenoz 'z eus ur fest noz e kêr, 'peus ket c'hoant dont ganin ?
Ma karez eme an hini all. Ar wech kentañ dezhi gweled ur fest noz.
Setu an Netig en hent adarre. Hag an div blac'h da vont da goaniañ e-barzh un ti-krampouezh bennak. La konvivialité, kea !
Drebet gante teir pe peder grampouenn, evet ur voutailhad sistr tre o div ! Poent mont da zañsal.
Met ret e oa d'an Netig bezañ en hec'h aezh ha lakaat evit-se ur bragez hir ha botoù sport. Setu ar plac'h adarre gant he derezioù. Buan e ya 'barzh he rann-di ha ker buan all e lamm en he bragez hir, chomet war ur gador, evel ma oa bet tennet kuit ganti en derc'hent ha laosket aze war blas. Dale 'bet hag ar boutoù sport 'zo laset. Ha dao en traoñ. Ha dao 'barzh ar c'hatrel. Ha dao er-maez eus ar c'hatrel !
Bremañ emañ Netig gant he mignonez, war droad, sioulig, o tostaat ouzh ar zal-dañs. Tud all 'zo ganti deuet d'he en em gavout.
"O ! farsite emezi, he daoulagad digor framm. Gwelet he-deus un tamm lien o tont 'maes eus traoñ gar he bragez hir ha seul vui ma teu hennezh er-maes seul vui e teu brasoc'h-brasañ. "Ma ! iskis eo memestra ! petra 'n diaoul 'zo aze ? ".
Hag hi da ziroll da c'hoarzin en ur gregiñ en truilh-se ha prestig d'e guzhad 'n he godell. "Ma biskoazh kement all memestra! emezi etre div c'hoarzadenn, va bragezig 'zindan chomet abaoe dec'h em bragez hir !" Netig hag he mignonezed emañ 'kreiz ar ru daoubleget gant o c'hoarzadennoù.
"Prest a-walc'h e vefe kouezhet hennezh e-kreiz ar gavotenn war leur sal-dañs ! eme an Netig.
Hag ar A! A! o vont en dro adarre. Netig a lavar c'hoazh :
"Ha ma vefe bet dastumet hennezh, gant ur paotr jentil bennak hag en defe lavaret din : "Oh! tenez madame, vous avez perdu quelque chose !"
Netig n'eo ket evit mirout da c'hoarzin ha me 'gav din e glevan anezhi c'hoazh pa vezan war evezh ha pa vez sioul pep tra en dro din.
Arlette. Bloavezh 1992.
Yann Brezal a oa anv-bluenn Jos-Per ar Bras, skrivagner an emsav a-raok ar brezel bed kentañ. N'en deus ket skrivet diwar-benn Pont-Krist, hogen e anv a laka deomp soñj hor c'hêriadenn hag an aotrou Albert Le Roux eus kastell Brezal. Darempredoù 'zo bet, anat eo, etre an daou zen, peogwir bet eo bet Yann Brezal skoliad ha goude-se mestr skol e Sant-Jozeb Landivizio. Er bloavezhioù-se, Albert Le Roux a oa prezidant ar gevredigezh a rae war-dro ar skol.
Lenn a c'hellit amañ skridoù Jos-Per ar Bras.
Bez ez eus skridoù all e brezhoneg war al lec'hienn-mañ. Pennadoù a denn da istor ...
nv 10 - Ar gounid kerc'h, nv 11 - Eun devez goañv, nv 12 - An douar panez, nv 13 - Marc'had Landi, |
nv 14 - An nevez amzer, nv 15-16 - E-pad an hañv, nv 17 - An eost, nv 18-19 - Dilerc'h eost, |
nv 20 - Gouel-granch, nv 21 - Fest ar pemoc'h, nv 22 - Da zul, nv 25 - Kerent, broiou, lavariou |
nv 26-27 - Gwechall ha bremañ. |
André J. Croguennec - Page créée le 5/9/2018, mise à jour le 20/3/2021. | |