Ur ger e brezhoneg |
T A O L E N N
RaklavarHa dereat e vefe kontañ istor Pont-Krist e galleg penn-da-benn ? Tra ma veze ar brezhoneg yezh an annezidi (pe an darn vuiañ anezho) abaoe an derou, da lared e', eus krouidigezh ar gêriadenn betek ar bloavezhioù 1960 ha pelloc'h zoken evit hini pe hini, sur-mat. Dereat ? Ne gredan ket !
Daoust hag e vijen bet barrek a-walc'h da skrivañ anezhañ en e bezh e yezh ar vro ? Daoust hag e vije bet lennet gant kalz a lennerien ? Ne gredan ket kennebeut !
Hag ivez, e meur a bennad, e vije bet merglet an destenn gant takennoù an notennoù gallek tennet eus ar skridoù kozh. Ne felle ket din saotrañ yezh va zud kozh gant ur meskaj lous.
Setu perag, divizet em eus ober un nebeud pajennoù e brezhoneg nemetken. Setu an hini gentañ.
1 - Stumm brezhoneg Pont-Krist
Emaomp e Bro-Chelgenn. Setu perak yezh Pont-Krist a zo diazezet war perzhioù rannyezh Bro-Leon. Dre vras, e vez komzet ur seurt leoneg gant stummoù berr, e distagadur etre al leoneg boutin, gant stummoù hir, hag ar rannyezhoù Kerne, gant stummoù berraetoc'h c'hoazh. An arouez anatañ eus ar brezhoneg chelgenn a zo an diouer a stummoù "ea" gant lizherennoù eilpennet, stummoù hag a zo arouezenn peurrest ar Vro-Leon. (1) Da skouer, va zad ha va mamm (genidik, gwir eo, eus Lambaol ha Gwimilio) hag an amezeien e Pont-Krist a lare "laezh" pe "laezh-ribot", tra ma tistage va mamm-gaer (genidik eus Ploueskad) "leazh".
Kumunioù Bro-Chelgenn, sellit ouzh ar gartenn amañ (e liv gwer, kumunioù ar rann velestradurel Montroulez ; e ruz-sklaer, kumunioù an hini Vrest)
2 - Heklev ar brezhoneg eus ar bloavezhioù tremenet : yezh ar bobl
Ar brezhoneg a son c'hoazh em divskouarn. Ar yezh, ur sonerezh dispar gant ur pouez-mouezh ken dudius. Ken talvoudus evit displegañ menozioù ha skoulmañ darempredoù gant an amezeien hag ar re all. Ken resis evit labour ar beizanted. Ken "brezhoneg" a-benn ar fin. C'hoant em eus da zisplegañ deoc'h un nebeud istorioù evit ho lakaat d'e dañva.
Buhez pemdeziek :
Un deiz, va moereb Marie (Doue d'he fardono) a zeuas d'hor gweladenniñ betek an "ti-gard" e Pont-Krist (kroazhent-houarn niverenn 289, evel-just !). Ha setu, va mamm da c'houlenn diganti : "O ! Marie ! Penaos out deut ?" "Me 'zo deut ga' le car". Lakit ar pouez-mouezh war "deut" ha "car". Evel ho peus tro da welet ar c'homzoù 'zo a-wechoù livet gant gerioù galleg. En amzer-se ar c'harr-boutin a dremene e Pont-Krist a oa lakaet da vont en-dro gant ar gevredigezh SATOS, anavezet mat.
Rimadelloù :
Istor ar c'hazh, hervez va mamm-gozh : Ar c'hazh a zo oc'h evañ laezh gant e deod ha ni a glevomp : "Lakaat, lakaat !" ha va mamm-gozh da lared : "N'eo ket 'lakaat, ginaoueg ! met 'dilamm emaout !"
Beilhadegoù :
Da vare Nedeleg, e oa beilhadegoù e tiez an amezeien, da bep hini e dro. An dra-se 'oa a-raok donedigezh ar skinwel. Gouzout a rit, ar benveg-se en eus cheñchet meur a dra e buhez an dud diwar ar maez. Setu gwechall, e-pad ar beilhadegoù-se an dud a c'hoarie domino, a gane e brezhoneg (Jañ-Marie a gane ar gwellañ tout), a gonte istorioù. Un dudi ! Ha "drebi" hag evañ e veze graet ivez. Louis (Doue d'e bardono) a veze troet da lavar e dibenn e gomzoù d'e gendivizer : "Ha koumpren a rez ?" Met, p'en doa evet re a vanneoù bihan, e zeod a oa deut da vezañ lezirek un tammig. Setu e tistage, ken ma c'helle (da vihanañ e oa ar pezh a gomprenemp) : "Ha poumpañ 'rez ? Ha poumpañ 'rez ?" Hervezoc'h piv a boumpe ?
Lesanvioù :
Er vuhez pemdeziek, e-pad ar bloavezhioù 1950-1960, bez e oa lesanvioù brezhonek evel-just :
Met a-hend-all, e-barzh an dielloù kozh, n'em eus kavet nemet unan e brezhoneg (Yves Jacobin, lesanvet "Ar Bihan", miliner e milin Vrezal e oa), ar re all 'oa e galleg : ar c'hoarezed de Kersauzon, da skouer, lesanvet "Sansonne" ha "Pouponne" (sellout izeloc'h) pe Jean Argouarch, lesanvet "La Brisée" (sellout ouzh ar bajenn "gwenaerezh Brezal").
Mallozhioù ha sakreoù :
Pep hini en doa e zoare da douiñ. Setu amañ skouerioù gant annezidi Pont-Krist (Doue d'o fardono). Evit Roger n'e oa nemet "O ! Tribledie !" ha Louis, p'en-doa kollet pasianted, a lare : "Mab ar c'hast ! Koñ !". Biskoazh ne doue va zad, met pa oa fuloret ne oa nemet "Ardoù tout" pe "Digarichoù" gantañ, ar gerioù-se a dalveze mallozhioù evitañ. Va mamm-gozh a lare : "Non-de-di...stag", met ne oa ket ur ger fall, peogwir e oa distaget mat !
3 - Yezh an noblañs hag ar vourc'hizien
Daoust hag an noblañsoù a gomze brezhoneg ? Abaoe pell ne oa ket, moarvat, o yezh voutin, troet ma vezent davet ar galleg. Met ret e oa dezho implij anezhañ evit o darempredoù gant ar beizanted a laboure war o douaroù.
Klaskomp, a-hed an istor, roudennoù eus implij ar brezhoneg e-touez hon tud-jentiled.
Da gentañ, e kavomp un danevell eus marv Mauricette de Brezal en he c'houent e Poitiers. Taget gant ur c'hleñved poanius, hag he war he zalaroù, alies e lare e brezhoneg : "Gwerc"hez Vari, va skoazellit !'. Mervel a raio e 1617. Mauricette, ganet e 1584 e Gwiniventer, a oa merc'h da Guillaume de Brezal ha Jacquette du Louet de Coatjunval.
Lennit, ouzhpenn, ar bajenn a-zivout Marie du Coskaer hag an istor kontet gant Souvigny, letanant armeoù ar roue. Pedet eo bet ar varkizez a Vrezal d'ur "friko" kinniget gant ur beleg, da geñver e oferenn gentañ. Emañ ouzh taol gant un niver bras a beizanted pedet ivez. E dibenn ar pred, ur bagad peizanted a zeu dirag ar varkizez da hetiñ dezhi "yec'hed mat". Daoust ha n'eo ket un arouez a darempredoù start etre an noblañs hag ar bobl. Sellit ivez, er memes pajenn, ouzh pezh en deus graet Marie du Coskaer evit peorien an dro-war-dro. Evit kaout seurt darempredoù gant an dud-se e oa ret dezhi brezhonegañ.
Goude marv Joseph de Brezal e dibenn 1734, ar varkizez, hag edo e Pariz d'ar poent-se, a gasas da Vrezal un den evit difenn he gwirioù. Hennezh a oa e servij ar markiz hag ar varkizez abaoe meur a vloavezh, Guillaume Niel e anv. Genidik e oa eus parrez Le Val (Var), ne ouie ket ar brezhoneg, evel-just ! Ar poent-se a zo meneget war an teul renket dindan an niverenn ADIV C.3770. E darempredoù gant ar beizanted a oe spontus. Marteze peogwir ne oa ket brezhoneger. Un diforc'h, hep mar, gant aotrounez Brezal.
Daou-ugent vloaz bennak goude, Jean-Jacques-Claude, markiz de Kersauzon de Brezal ha Marie-Renée de Saisy de Kerampuil, a zegemere en o maner tud levezonet war dachenn ar varzhoniezh, evel an ebed de Boisbilly (2), de Querbeuf (3), de Pentrez (4) hag ar mezeg Jacques Savary (5). "E 1776, a skriv Miorcec de Kerdanet (e galleg), ne oa netra laouenoc'h eget beilhadegoù Brezal. Bep nozh e veze graet aze barzhonegoù brezhoneg ha galleg".
Ha komz a rae brezhoneg an holl-se ? Da vihanañ, sur omp eus an dra-mañ : an abad de Boisbilly en doa Geriadur Le Pelletier en e levraoueg (hervez Daniel Bernard). Lennit ivez "Mojenn lenn Brezal", savet gant de Boisbilly : aze ur skouer bihan eus implij ar brezhoneg.
Ur skouer all : D'ar 27 a viz Eost 1784, ar varkizez Marie Josèphe Julienne de Montbourcher, plac'h markiz de Kersauson de Bresal, meneget a-us, a skriv ul lizher d'ar gontez du Laz. Echuiñ a ra ar varkizez he lizher evel-mañ e brezhoneg : " Quenaveso va mignones ques / O mignones ag o poupon ques ". (N.B. Ar varkizez 'oa lesanvet "Pouponne", tra ma oa he c'hoar, Marie Yvonne Guillemette, kontez de Tinteniac, lesanvet "Sansonne".)
Un dra ouzhpenn : pa vezer anvet "Kersaozon", diaes eo nac'h e orin evel brezhoneger. Ha sellit ouzh o ger-stur "Pred eo, pred e vo". Evit an tiegezh "de Brezal" e c'her-stur n'eo ket e brezhoneg, nag e galleg kennebeut, met e latin : "Spes mea Deus", "Doue eo va spi". Setu n'eus ket tu da zibennañ ar gudenn war ar poent-se.
Bez ez eus e-touez hon tud-jentiled, priedoù pe kerent tost da Vrezal, gerioù-stur all e brezhoneg. Rodalvez de Coetivy : "Bepred !" ; De Kerazret : "Pa c'helli" ; De Nevet : "Perak ?" ; Du Coskaer : "Mat ha kaer" ; De Coatanscour : "A galon vat" ; De Cameru (Guillaume de Cameru, test e eured Joseph de Brezal ha Françoise-Antoinette de Marnière hag e badeziant o daou vugel kentañ) : "E-kichen reiñ emañ ret kemer".
4 - Yezh an enbroidi
Bez e oa en hor bro, hag e Pont-Krist ivez, tud a oa deuet eus diavaez Breizh. Fellout a ra din komz eus ar re a laboure er vilin-baper war richer An Elorn. Ar re-se a zeue eus Bro-Normandi, ar gentañ outo abaoe ar 17vet kantved da vihanañ. Pe yezh e komzent ? Moarvat e oant barrek da gaozeal brezhoneg dre ma oant kelc'hiet gant brezhonegerien. Met o darempredoù a oa pouezus, marteze startoc'h, gant ar re a brene o faper, da lared e', kenwerzherien eus Landerne pe Montroulez, un darn vat anezho gallegerien.
Un dra 'zo da lakaat war wel evit hol lennerien : tra ma veze roet un anv brezhoneg d'ar parkeier tro-war-dro da Bont-Krist (s.o. ar pennad a-zivout an dielloù kozh izeloc'h), an tachennoù-douar dindan dalc'h milin-baper Pont-Krist a zo bet roet dezho anvioù galleg (s.o. kadastr Gwiniventer savet e 1829). Me 'gred ez eo ur brouen eus padusted ar galleg evel yezh voutin an enbroidi-se.
5 - Ar brezhoneg en dielloù kozh
Dibaot e veze implij ar brezhoneg er skridoù kozh. Ur wech em eus dizoloet ar meneg bihan "argorou" e-barz paper-dimeziñ Jean Le Moyne de Kerfaven ha Margot de Brezal. Kavet em eus ur wech all, er renabl goude marv markiz Joseph de Brezal, ar gerioù-se "un buffet garny de fil dorechal", d'am soñj, "fil dorechal" a zo un distummadur eus ar brezhoneg "neud orjal".
Kavet em eus nemet galleg e kaieroù an iliz (Ganedigezhioù, Euredoù ha Marvioù). Un dra hag a zo un abeg a souezh evidon eo kaieroù ar fabliked : an dud-se a oa brezhoneg bemdez ganto ha pep diviz ar c'huzul-iliz zo skrivet e galleg.
An teulioù gant brezhoneg e-leizh a zo dielloù ar c'hadastr ha renabloù kozh-kozh an douaroù perc'hennet gant an aotrounez. Aze 'z-eus ur binvidigezh a zo pouezus disac'hañ anezhi e-keñver meur a glaskadenn. Roet em eus ur skouer vihan e pajennoù a-zivout ar pesketaerezh pe diwar-benn al lec'hioù en-dro da Bont-Krist.
Dastumet em eus, war ar c'hadastr, anvioù an holl tachennoù a zo tro-dro da Bont-Krist, studiet em eus war-dro 2.000 tachenn. War al lec'hienn-mañ am eus lakaet roll an anvioù pouezusañ, ar re a c'hell deskiñ deomp traoù a denn ouzh istor hor c'hêriadenn vihan, sellit amañ ouzh an tachennoù-douar.
6 - Geriadur Brezal
En e studioù war ar brezhoneg (6), meneg a ra Emile Ernault eus un dornskrid anvet "Geriadur Brezal", ur geriadur brezhoneg. Teir gwech, da vihanañ, emañ meneget gantañ. Peseurt geriadur eo ? Skrivet gant piv ? Ha pegoulz ? Krediñ a ran ez eus ennañ gerioù teknikel ar micherioù. Ret e vo furchal evit gouzout hiroc'h.
Ha skrivet eo bet an oberenn-se e kastell Brezal pe dizoloet er c'hastell ? Petra bennak e vefe ar respont, ez eo ur brouenn all eus implij ar brezhoneg gant an dud-jentil pe ar vourc'hizien.
Hervez Gwenole Ar Menn ar geriadur 'zo bet savet gant J.M. Le Thomas e 1814. Piv 'oa an den-mañ ? Klaskoù 'zo da ober. Kollet eo bet al lodenn Brezhoneg-Galleg, ne chom nemet al lodenn Galleg-Brezhoneg.
War ar seblant, e 1912, adskrivet en-deus Frañsez Vallée ar geriadur betek al lizherenn "P". Pep ger 'zo displeget war teir c'holonenn : e galleg da gentañ ha da c'houde div droidigezh, unan gant "Breuriezh Vreizh" (BV), an eil gant an abad Caer (7), person Gouezeg (Cr), hag a-wechoù displegadurioù skrivet gant an aozer. E penn diwezhañ an dornskrid e-mañ un destenn a 60 pajenn (e brezhoneg) tennet eus ar c'helc'hgelaouenn "Association Bretonne". Bez ez-zeus er peder fajenn diwezhañ notennoù Frañsez Vallée e-unan. (mammenn : gwerzhidigezh an dornskrid war ar genrouedad).
Setu 'pezh a skriven e 2014. Bremañ, e 2015, goude bezañ furchet mat, em eus kavet 'pezh a glasken hag em eus savet ur bajenn nevez diwar-benn ar geriadur-se.
7 - Ar yezh keltiek a-raok ar brezhoneg
Pellaat a reomp amañ, un tammig, diouzh hor poelladenn gentañ, rak ne gomzimp ket eus ar brezhoneg. Pouezus eo memes tra menegiñ an titouroù bihan kavet e war-droioù Pont-Krist diwar-benn ar yezh komzet a-raok hor yezh-ni, da lared e', e deroù hor oadvezh.
Gwechall-gozh-gozh, e oa, war ribl an hent galian a dremen dre Bont-Krist, e-kichen Bali Kloastr, ur "vila" a orin gall-ha-roman, gant ur pennti evit en em gibellañ, "termoù" 'veze laret. Savet eo bet an tiez-se war-dro ar bloavezhioù 60-80 goude Jezuz-Krist. Er c'hantved tremenet, e 1971-72 evit lared mat, klaskoù 'zo bet graet war al lec'hienn ha kavet e oe ur vrikenn wenn torret gant engravadurioù warni. Bez ez-eus, war ar seblant, div destenn : "DODIR CCLXI" ha "CUNI LXXXIII / APITI LXXXVI MAM CLXXXIIII X X X".
Evit ar chaloni Falc'hun ar ger "dodir" a zo heñvel ouzh an anv-verb kembraek dodi (= lakaat) en tu-gouzañv pe en e stumm dibersonel. Soñjal a ra e talv "lakaat a raer". An dibenn "r" a zo c'hoazh buhezek-tre e brezhoneg. Ar gerioù all a zo anvioù-kadarn lies e tro-envel gant un "i" en dibenn, implijet c'hoazh e brezhoneg, met aet da goll en bro-Gembre.
Ha gellout a reomp mont da grediñ e oa ar yezh komzet en Arvorig, war-dro 200 goude Jezuz-Krist, tost d'ar c'hembraeg pe d'ar c'herneveg an amzer-se. An dizoloadenn-se a zo pouezus evit ar goulenn-mañ : "Daoust hag ar brezhoneg a zo ur yezh keltiek enbroet pe ur yezh c'halian miret ?" (sellout ouzh BSAF 1972 - René Sanquer : La Roche-Maurice, Valy-Cloistre). Anavezet-mat eo menoz François Falc'hun war ar poent-mañ.
Ul lec'h meur eo Kastell Brezal e-keñver ar brezhoneg, e gwirionez. Gwelet en deus derou krouidigezh "geriadur Brezal" (gw. uheloc'h) met gwelet en deus ivez ar gouel lidet evit 50 vloaz ar gelaouenn Al Liamm d'ar 6 a viz Mae 1995. Setu amañ ar pennad embannet, da heul an darvoud-se, e niverenn 290/291 ar gelaouenn.
Gouel Al Liamm Tir Na N-og e Brest hag e Kastell Brezal
D'an dri a viz Mae 1995 e oa bet staliet diskouezadeg Al Liamm Tir Na N-Og e ti Sked e Brest (straed Dugay-Trouin). Dek panell a vent bras o tisplegañ dre ar munud petra eo bet istor Al Liamm a-dal ar penn kentañ (1945) betek an deiz a hiziv. Kement hini a ra war-dro ul levraoueg, ur staj pe ur gevredigezh a c'hello amprestiñ ar pannelloù-se ma teu c'hoant dezho kelaouiñ an dud war istor ar gelaouenn hag an embannadurioù.
D'ar sadorn 6 a viz Mae e voe bodet un toullad bras a vignoned e ti-kêr Brest ha degemeret e voen gant Jean Guegueniat, kuzulier karget eus ar sevenadur. En e brezegenn, e brezhoneg penn-da-benn, en deus Jean Guegueniat meulet rener ar gelaouenn hag e genlabourerien evit o dalc'husted, o fennegezh hag o youl da reiñ d'ar brezhoneg, d'al lennegezh o flas war an dachenn etrevroadel. "Hiziv an deiz pa 'z eus kemend-all a vugale, a grennarded skoliatet e brezhoneg e rank ar Vretoned kaout ul lennegezh a-zoare", eme J. Guegueniat. Roet eo bet medalenn kêr Vrest da Ronan Huon. Rener Al Liamm en deus komzet e brezhoneg hag e galleg. Laouen e vefe o welet muioc'h a dud yaouank ampart war ar yezh o tont da skoazellañ skipailh Al Liamm rak dreist ar bloavezhioù 2000 e ranker mont ! Deuet e oa ivez skipailh skinwel FR3 da filmañ an darvoud.
Da greisteiz hanter e voe bodet ur c'hant a dud e marchosioù renevezet (gant an Aotrou Gourlaouen e-unan) Kastell Brezal. (Ur c'hant a dud n'eo ket kalz pa ouezer ez eus tost da 800 koumananter d'ar gelaouenn !) Dre c'hrad ar berzhidi avat e voe plijadurus an aergelc'h. Glas sin an oabl, hinon klouar war liorzh ar c'hastell ha laouen an dud pa oa bet kinniget dezho ur banne digor-kalon er-maez e goudor un deltenn vras. E-doug ar pred (mat-kaer e oa ar boued) e voe degaset ur pezh mell wastellenn deiz-ha-bloaz er sal. Pennadoù kaoz berr a zo bet gant Ronan Huon ha Per ar Bihan. Kanaouennoù a zo bet ivez Gant Youenn Gwzenig, Andrea ar Gouilh, Vefa Gwenegan ha Christian Desbordes, Mona Jaouen, Yann Puilhandre had e gomper (evit ar c'han ha diskan) ha tud all e-touez ar gouvidi (A. Renault, Y. Desbordes, Riwal Huon ha M.S. ar C'hoz...). Trugarez dezho holl evit bout degaset c'hoarzh ha kan e-pad an abardaez. Alan Stivell ha ne oa ket evit dont en deus kaset un Fax en deiz-se. Trugarez dezhañ ivez. Skipailh FR3 Brest ha Bernez Rouz a oa deuet da filmañ e Brezal ivez. Ur gouel a seurt-se en deus degaset un tamm frealz d'ar re o-deus strivet ha stourmet e-pad hanter kant vloaz hep damant ouzh o foan !
G.S. - N'on ket boas da skrivañ e brezhoneg hag, hep mar ebet, 'm eus graet un nebeud fazioù, pe skrivet frazennoù 'zo en ur mod re dost d'ar galleg.
Me ho ped, ho reizhadurioù pe ho tiskleriadurioù a vo pouezus din. Trugarez deoc'h !
Andrev J. Krogenneg - Pajenn krouet d'an 8/2/2013, adnevezet d'ar 18/9/2015. | |